Edwin Barclay

Edwin Barclay
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhLiberia Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denEdwin James Barclay Kemmañ
Anv-bihanEdwin Kemmañ
Anv-familhBarclay Kemmañ
Deiziad ganedigezh5 Gen 1882 Kemmañ
Lec'h ganedigezhLiberia Kemmañ
Deiziad ar marv6 Du 1955 Kemmañ
Lec'h ar marvLiberia Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetsaozneg Kemmañ
Micherpolitiker, diplomat Kemmañ
KargPresident of Liberia, Minister of Foreign Affairs Kemmañ
Strollad politikelTrue Whig Party Kemmañ
RelijionMethodism Kemmañ

Edwin James Barclay (1882 - 1955) a oa ur politikour eus Liberia, bet prezidant ar vro (1930-1944). Niz e oa da Arthur Barclay, bet prezidant Liberia etre 1904 ha 1912.

Ministr an Diavaez ha sekretour-Stad e voe a-raok mont da brezidant d'an 3 a viz Kerzu 1930 goude dilez Charles D. B. King. Er bloavezhioù 1930 e sinas aotreadurioù gant posterien eus Danmark, an Izelvroioù, Alamagn pe Pologn. Torret e voe an aotreadur gant posterien Alamagn e 1937 abalamour ma oant a-du gant an Nazied.

Goude aloubadeg Malaysia ha Singapour gant Japan en Eil brezel-bed e teuas Liberia da vezañ ul lec'h strategel a-bouez dre ma oa ar vro nemeti hag a bourchase kaoutchoug d'ar gevredidi. Sinet e voe un emglev-difenn gant SUA e 1942, ar pezh a roas lañs d'un diorren strategel (sevel hentoù, aerborzhioù, ensavadurioù). Soudarded amerikan a'n em stalias e kontelezhioù Montserrado ha Grand Cape Mount.


Developed by StudentB